Fritz Bleyl

Skitell savet gant Fritz Bleyl da vrudañ diskouezadeg kentañ Die Brücke e 1906. Berzet e voe gant ar polis

Hilmar Friedrich Wilhelm Bleyl, anvet gant an anv Fritz Bleyl, (8 a viz Here 1880 e Zwickau - 19 a viz Eost 1966 e Bad Iburg) a oa ul livour alaman ezel eus luskad en eztaolouriezh hag ivez unan eus pevar c'hrouer Die Brücke. Sevel a reas meur a skritell evit ar strollad, hag an hini gentañ a savas a voe berzet gant ar polis. Kuitaat a reas Die Brücke goude daou vloaz ha ne reas tamm diskouezadeg ebet goude-se.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne