Friz, pe Bro-Friz, (Fryslân e frizeg hag ent-ofisiel, Friesland e nederlandeg) a zo unan eus an 12 proviñs a zo en Izelvroioù. Frizeg eo yezh ar vro. 643 000 a dud a oa o vevañ enni e 2005. Leeuwarden (Ljouwert), 91,000 a dud enni, eo kêr-benn ar vro.
Harzoù he deus proviñs Friz gant proviñsoù Groningen, Drenthe, Overijssel ha Flevoland. Er c’hornôg dezhi emañ an IJsselmeer hag en hanternoz Mor Wadden, bevennet gant un heuliad inizi. Gallout a reer mont war-eeun eus Friz da broviñs Norzh Holland dre ur chaoser anvet an Afsluitdijk.