Fuzuilherien-vor (pe troadegiezh-vor) a vez graet eus soudarded gourdonet evit bezañ mailh kement war an douar ha war ar mor, alies gant arbennigourezh war an dilestradegoù. A-fed istor, ar c'hefridioù a oa fiziet er fuzuilherien-vor a oa argadennoù bliv war an arvorioù (dreist-holl evel harp d'ar morluioù) hag abourzhañ bigi enebour e-kerzh emgannoù bag-ouzh-bag pe evit pakañ bigi.
Ar fuzuilherien-vor a ro harp evit kefridioù surentez, frammadur, hag urzh war al listri (a-fed istorel e oant e-giz un nerzh evezhiañ evit talañ ouzh emsavadegoù gant ar vartoloded all war vourzh). Ma 'z eo chomet ar memes kefridioù ganto hiziv-an-deiz evit an darn bras anezho, ouzhpennet eo bet obererezhioù evel oberiadurioù respont bliv, harp denel, sikour goude gwallreuzioù, oberiadurioù nerzhioù ispisial, hag oberiadurioù enep-sponterezh.
En darn ar broioù, an droadegiezh-vor a zo un isrann eus ar morluioù Stad, evel er Rouantelezh-Unanet gant ar Royal Marines.E lod broioù all avat eo ar fuzuilherien-vor un isrann eus an tirlu pe arme zouar, evel e Bro-C'hall gant an Unvezioù vor. Gellout a ra ivez ar fuzuilherien-vor, met kalz raloc'h eo, da vezañ ur skourr e unan eus an nerzhioù lu evel Korf Fuzuilhourien-vor ar Stadoù-Unanet pe Troadegiezh Morlu Ukraina.