Ur c'halaksienn, pe stergoumoulenn[1] zo ur pezh mell tolpad stered ha danvez etresteredel[2] dalc'het asambles gant dedennerezh ar gravitadur a c'hoari etre hec'h elfennoù.
War-dro 56 000 bloavezh-gouloù eo treuzkiz ar c'halaksienn NGC4414 a zo diskouezet amañ ; tremen 100 000 bloavezh-gouloù eo treuzkiz Hent Sant-Jakez, ar c'halaksienn m'emañ hor steredenn : an Heol.
Ouzhpenn meur a gant milmilion a stered a c'heller kontañ en ur c'halaksienn – war-dro 234 milmilion zo en hor c'halaksienn.
Alies ivez e vez tolpet ar galaksioù e bodennoù galaksioù. Ar vodenn c'halaksioù anvet "bodenn lec'hel", da lavaret eo an hini m’emañ Hent Sant-Jakez, e konter 27 galaksienn enni. Enni emañ ivez galaksienn vras Andromeda, anvet "M31" e katalog Messier ar galaksioù hag "NGC224" er New General Catalogue (NGC).