Galfrez zo ur meuz graet gant toaz skañv poazhet etre div blakenn vetal hag a ro ur stumm ha ment d'ar c'halfrezenn. An houarn-galfrez a vez graet eus ar mekanik d'ober anezho. Dont a ra ar ger eus ar frankeg wafla, anavezet er Grennamzer uhelañ. Hiziv eo boued dibar Benelux (an Izelvroioù, Belgia, norzh Bro-C'hall), hag an Alpoù (Traoñienn Aosta, tiriad Republik an Escartons, Suis gallek). Debret e vezont er bed a-bezh avat, evel dibenn-pred pe merenn-vihan peurliesañ. Er Stadoù-Unanet e vezont debret da lein. Kavet e vezont alies er c'hermesoù, foarioù ha kurioziteoù en Europa.
Ur bern galfrez zo hervez an toaz ha stumm an houarn-galfrez. Setu un nebeud anezho :
Kalz traoù a c'hall bezañ lakaet war ar galfrez : sukr, amann, chokolad, dienn Chantilly, frouezh, mel, kaotigell, siros, dienn skornet...