Ganedigezh Gwener zo un daolenn savet gant al livour gall William-Adolphe Bouguereau (1825-1905) a oa bet echuet e 1879.
Savet eo diwar vojenn Afrodite, an doueez hellazat, ganet eus takennoù sper he zad Ouranos, an Oabl, kouezhet er mor, hag a vije savet a-greiz an dour.