Garry Kimovitch Kasparov (Гарри Кимович Каспаров), anv c'hoari Gary Weinstein, a zo bet ganet d'an 13 a viz Ebrel 1963 e Bakou, kêr-benn Azerbaidjan (Unaniezh Soviedel).
Meurc'hoarier echedoù, bet kampion ar bed.
E dad a gelennas an echedoù dezhañ pa oa bihan : da c'hwec'h vloaz e teue brav gantañ dija. Pa varvas e dad e 1970, Gary Weinstein a gemeras anv e vamm (Kasparyan en armenieg, Kasparov e ruseg).
E 1985, oadet a 22 vloaz, e teuas da vezañ kampion ar bed en e eil krogad a-enep da Anatolij Karpov. Mirout e ditl a eure e 1986, 1987 ha 1990, dalc'h-mat a-enep da Anatolij Karpov.
D'an 10 a viz C'hwevrer 1996 e kollas ur c'hrogad enep an urzhiataer stadunanat Deep Blue bet savet gant IBM, ar wech kentañ en Istor ma voe trec'h un ardivink war ur Mestr etrebroadel.
E 2013 en doa kuitaet Rusia da vont da SUA. E 2014 e voe deroet dezhañ ar geodedouriezh kroat ; er vro-se emañ o vevañ abaoe.