Ur pennad gavr zo ivez.
| |||
---|---|---|---|
![]() (Capra)
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Artiodactyla | ||
Isurzhad : | Ruminantia | ||
Kerentiad : | Bovidae | ||
Iskerentiad : | Caprinae | ||
Genad : | Capra | ||
Anv skiantel | |||
Capra aegagrus hircus Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Ar c'havr (Capra aegargus hircus pe Capra hircus) zo ur bronneg, ur geotdebrer hag un daskirier, renket e kerentiad an ejeneged hag en iskerentiad Caprinae.
Doñvaet eo bet al loen-se abaoe an VIIIvet milved kt JK d'an nebeutañ evit pourchas e gig, e groc'hen, e blev hag alies-tre evit e laezh. Meur a anv rannyezhel a ya d'envel ar c'havr : bida ha bidiez.
Ul loen bihan a-walc'h eo, gwareget e gerniel ha mibin-tre, graet evit lammat. Kavet e vez e kazi an holl rannoù eus ar bed, er menezioù aliezik a-walc'h. Ober a reer bouc'hed eus ar pared ha menned eus ar re vihan. A-wechoù e vez kavet givri gouez, met doñvaet e vezont peurvuiañ. Givri bihan o ment a vez kemeret da loened ti a-wechoù.
Meneg anezho zo er Bibl. Da skouer, pa laka Rebekka daou venn-gavr da vezañ fardet evel ur meuz eus ar gwellañ evit ma roje Izaak e vennozh d'o mab Jakob (da laret eo asantiñ desevel anezhañ goude ma'z eo bastard ar bugel) (Gn : 27: 9).
Eus anv kêr-benn Turkia, Ankara, e teu hini ar givri angora a vez maget evit o blev hir-kenañ ha ganto e vez produet ar mohair. Gant givri eus Kachmir e vez produet ur seurt gloan d'ober stamm anvet Kachmir.