George Herbert (ganet d'an 3 a viz Ebrel 1593 ; marvet d'ar 1añ a viz Meurzh 1633) a oa ur barzh kembreat, ur beleg anglikan hag ur prezeger.
Ganet e oa bet en un tiegezh pinvidik ha dedennet gant an arzoù, e kêr Trefaldwyn, e Powys. E zeskadurezh vat a roas an tu dezhañ da gaout kargoù uhel e skol-veur Cambridge hag er Parlamant
Antreal a reas en urzhioù anglikan e 1629. Lezet en deus un nebeud barzhonegoù dindan an anv The temple. Troet eo bet an hini diwezhañ bet savet gantañ gant Maodez Glanndour.