Badeziant | 14 a viz Meurzh 1490 Vic-sur-Seille Dugelezh Loren |
Marv | 30 a viz Genver 1652 Lunéville Dugelezh Loren |
Perzhioù | |
Micher | Livour |
Levezon | Caravaggio (~1571-1610) |
Luskadoù | Klaselezh Barokelezh |
Oberennoù pennañ | |
|
Georges de La Tour (bet badezet d'ar 14 a viz Meurzh 1593 e Vic-sur-Seille, marvet d'an 30 a viz Genver 1652 e Lunéville) a oa ul livour eus Dugelezh Loren er XVIIvet kantved.
Ankouaet e voe buan-tre. Da arzourien norzheuropat all e veze dezverket e oberennoù, ha da livourien spagnat evel José de Ribera (1591-1652), Francisco de Zurbarán (1598-1664) pe Diego Velázquez (1599-1660), betek ma voe "dizoloet" e 1915 gant an Alaman Hermann Voss, a oa un istorour war an arzoù – war kein an daolenn Saint Jérôme lisant une lettre, da skouer, ez eus un enskrivadur hen, Zurbarán
, a voe an abeg m'en em gavas an oberenn e Mirdi ar Prado e Madrid.
En ur ober ur c'hantved e tremenas Georges de La Tour eus ul livour dianav-krenn da unan eus ar re vrudetañ en istor al livouriezh e Bro-C'hall, par d'al livourien Paul Cézanne, Claude Monet pe Auguste Renoir. Un daou-ugent oberenn bennak gant Georges de La Tour zo bet anavezet ha dasparzhet etre mirdioù meur e Madrid, Pariz, New York, Los Angeles, e mirdioù gall (Nancy, Épinal) hag e Breizh (Naoned, Roazhon).
Den ne oar na pelec'h na gant piv e voe stummet, hag tremen a reas amzer en Italia, evel ma ranke ober forzh pe arzour en amzer-se. Koulskoude e verzer aes e voe levezonet gant Caravaggio, koulz e deouezad[1] gwirheñvel e dudennoù hag en doare ma implije ar gouloù.
Evel al livour gall Trophime Bigot (1579-1650) e c'hoarie Georges de La Tour gant an deñvalijenn hag ar sklêrijenn, oc'h implijout gouloù ur gantol en e daolennoù. E-lec'h lakaat sklêrijenn an deiz da zont eus an diavaez, evel ma veze graet a-raok, e felle dezhañ implijout ur "sklêrijenn diabarzh", hag a-wechoù ez eas betek kuzhat pe zamguzhat ar gantol.