Georges-Jean Arnaud

Georges-Jean Arnaud, Georges-Camille Arnaud e anv gwir (Saint-Gilles-du-Gard, Camarga, Gard, 3 a viz Gouere 1928La Londe-les-Maures, 26 a viz Ebrel 2020) a oa ur skrivagner gall.

E 1952, pa oa 24 bloaz ha gant e amzer-soudard, e skrivas e romant-polis kentañ, Ne tirez pas sur l'inspecteur, dindan an anv-pluenn "Saint-Gilles" abalamour da verzh bras ar romant brudet Le salaire de la peur gant Henri Girard (1917-1987), a oa sinet "Georges Arnaud" (1949) ; er bloaz-se end-eeun e voe deroet dezhañ ar Prix du Quai des Orfèvres gant an ti-embann Fayard. Un dek romant bennak a embannas betek 1960, ar bloaz ma'z eas da skrivagner a-vicher dindan e anv gwir.

Goude bezañ chomet war steuñvennoù klasel ar romantoù polis betek 1965, hogen gant e stil dezhañ, e skrivas war tachennoù all : an ekologiezh pa savas enep an energiezh nukleel[1] hag ar politikerezh, enep ar frankoouriezh[2], ar boureverezh e-kerzh Brezel Aljeria[3], an naziegezh hag an enepyuzevegezh[4].

E 1971, pa oa 33 bloaz, ez embannas er rummad Anticipation e ti Fleuve Noir e romant skiant-faltazi kentañ, Les Croisés de Mara, a oa lodenn gentañ an trifezh La grande séparation[5]. Tremen 400 romant en deus skrivet abaoe, war c'hwec'h tachenn lennegel : erotegezh, moliac'h, polis, rannvroelouriezh, skiant-faltazi, spierezh ha spont.

Pemzek anv-pluenn en deus arveret evit sinañ e romantoù : G.-J. Arnaud (277), Gino Arnoldi (6), Gil Darcy (21)[6], Armand De Chevilly (3), David Kyne (1), Frédéric Mado (5), Lilas Marny (2), Manuel Mathias (1), Georges Murey (14), Pierre Rabeau (1), Georges Ramos (8), Saint-Gilles (18), Laure de Sevetan (2), Ugo Solenza (49) hag Osman Walter (2).

Brudet eo e stirad skiant-faltazi La Compagnie des glaces (63 levrenn e ti Fleuve Noir, sinet "G.-J. Arnaud").

  1. La dalle aux maudits, 1974 ; Plein la vue, 1976 ; L'Enfer du décor, 1977 ; Brûlez-les tous !, 1978.
  2. Tatouage, 1967
  3. Basse besogne, 1972
  4. Ils sont revenus, 1973 ; Spoliation, 2000
  5. (en) 'The Internet Speculative Fiction Database'. Kavet : 22/02/2023.
  6. Un anv-pluenn rannet etre un dek skrivagner bennak eo "Gil Darcy" ; 21 levr er stirad spierezh Luc Ferran zo bet sinet dindan an anv-se.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne