Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bro-C'hall |
Anv e yezh-vamm an den | Georges Dottin |
Anv-bihan | Georges |
Anv-familh | Dottin |
Deiziad ganedigezh | 29 Her 1863 |
Lec'h ganedigezh | Liancourt |
Deiziad ar marv | 11 Gen 1928 |
Lec'h ar marv | Roazhon |
Bugel | Paul Dottin |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Micher | yezhoniour, kelenner, istorour |
Bet war ar studi e | Skol-Veur Roazhon |
Prizioù resevet | Marc'heg al Lejion a Enor |
Georges Dottin a oa ur yezhour ha kelenner war ar gregach e skol-veur Roazhon hag a ouestle e amzer vak d'al labour war dachenn ar yezhoù hag al lennegezhioù keltiek. Ganet e oa e Liancourt (Oise) e 1863 ha marvet eo bet e Roazhon e 1928.
Hag eñ warlerc'hiad Joseph Loth evel dean Kevrenn al Lizhiri e 1911, Georges Dottin en deus kendalc'het gant studioù pizh eus ar yezhoù keltiek.
Embannet en deus pennadoù e-leizh e-barzh an Annales de Bretagne hag ar Revue Celtique.
Kuzulier-kêr e oa bet, a hend-all, etre 1908 ha 1928. Dilennet e oa bet war listenn Jean Janvier, e 1908.