Geralt a Rivii (Poloneg: Geralt z Rivii) lesanvet ar Bleiz Gwenn (Gwynbleidd), ar Sorser, Kiger Blaviken, a zo un dudenn ijinet e bed ar romantoù ha c'hoarioù video The Witcher. Krouet gant Andrzej Sapkowski evit danevelloù, deuet eo da vezañ penndudenn an heuliad romantoù The Witcher ha goude-se re an adsevel doare c'hoarioù video. Mestr Vesemir a ro harp d'ar sorserien da choaz an anv familh evit bezañ degemret gwelloc'h gant an dud, choazet e oa bet gant Geralt al lesanv Geralt Roger Eric du Haute-Bellegarde met Vesemir a nac'has an anv gwelet evel un doare paboriñ.