Gilda eo anv-micher ar ganerez arc'hantinat Míriam Alejandra Bianchi Scioli, ganet e Buenos Aires e 1961 ha marvet e 1996 e Villa Paranacito, en Entre Ríos. Kanañ a rae cumbia ha música tropical.
Mervel a reas e 1996 en ur gwallzarvoud war an hent, war un dro gant he merc'h hag he mamm, pan eas ur c'harr-samm a-benn en o bus. Kement-se a reas brasoc'h brud d'he fladennoù : ne reas nemet peder en he bev, pa reas seizh goude he marv.
Abaoe a-raok he marv e veze lakaet da santez gant hec'h azeulerien a grede he devoa graet burzhudoù. ur santual zo bet savet e-lec'h ma oa marvet, ha diskouezet e vez eno ar bus. Beziet eo e bered ar Chacarita e Buenos Aires.