Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Republik Firenze |
Lealded | Bro-C'hall |
Anv e yezh-vamm an den | Giovanni da Verrazzano |
Anv-bihan | Giovanni |
Deiziad ganedigezh | 1485 |
Lec'h ganedigezh | Greve in Chianti |
Deiziad ar marv | 1528 |
Lec'h ar marv | Gwadaloup |
Breur pe c'hoar | Girolamo da Verrazzano |
Yezhoù komzet pe skrivet | italianeg |
Micher | ergerzhour |
Represents | Bro-C'hall |
Giovanni da Verrazzano pe Verrazano[1] en italianeg, hag a sine Janus Verrazanus[2] e latin, a oa un ergerzher genidik eus Firenze[3] e servij ar roue gall Fransez Iañ dreist-holl, ganet e-tro 1485 e Lyon pe Firenze pe Greve in Chianti, marvet e 1528 en Antilhez. An Europad kentañ eo Verrazano da ergerzhañ ul lodenn vras eus aodoù atlantel Norzhamerika, ar c'hammed kentañ war-zu an trevadennadur gall en Amerika. Goude e varv e voe anvet an douaroù nevez-se "Nova-Gallia" e latin (Frañs-Nevez)[2].