Ar gitar zo ur benveg-seniñ gant kerdin a vez sonet dre biñsañ. Seniñ gitar a c'haller pe gant ar bizied en-eeun, pe gant ur skraberig. Ma'z eo stag anv ar gitar eus Spagn (ar vro ma teuas anezhi) ez eo ur benveg a orin eus ar broioù arab. War gresk ez eo aet brud vat ar gitar en XXvet kantved asambles gant skignañ ar sonerezh saoznek (jazz, country, blues, sonerezh pop, rock). Ar gitar zo unan eus ar benvegoù a vez implijet da seniñ Bossa Nova, sonerezh klasel ha country. Implijet e vez ivez da seniñ sonerezhioù zo eus Suamerika ha sonerezh keltiek. Gant ar piano hag ar violoñs ez eo unan eus ar binvioù anavezetañ er bed. Gitaroù liesseurt a zo : gitar klev, gitar tredan, gitar klev ha tredan. An holl anezho a zo diazezet war ar gitar klasel.
Gant ur gitar e c'haller seniñ an ton hag ar c'hlotadoù war un dro. Sonerezh gitar a zo bet savet gant John Dowland pe Henry Purcell. Hiziv an deiz ez eo unan eus ar binvioù implijet ar muiañ pa soner sonerezh folk (Bob Dylan, Leonard Cohen) pe sonerezh rock ha pop (The Beatles, Jimi Hendrix).