Glock GmbH, anvet alies GLOCK, zo un embregerezh armoù skañv savet e 1963 ha diazezet e Deustch-Wagram (Aostria)[1]. Dont a ra e anv eus hini e saver Gaston Glock (1929-2023). Brudet eo an embregerezh evit e bistolennoù damsavet e polimer abaoe 1981. Labouradegoù an embregerezh a gaver e Aostria, e Smyrna (Georgia, Stadoù-Unanet Amerika) ha Bratislava (Slovakia).[2]