Gloria (kanaouenn gant Them)

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Gloria zo ur ganaouenn rock saoznek savet an ton hag ar gerioù anezhi gant ar c'haner-sonaozer norzhiwerzhonat Van Morrison e 1963.

Enrollet e oa bet evit ar wech kentañ gant ar strollad sonerien rock norzhiwerzhonat Them a voe Van Morrison ar c'haner anezhañ eus 1964 da 1966. Chomet eo anavezet-mat Gloria en abeg d'an doare ma vez lizherennet an anv-bihan G-L-O-R-I-A gant Morrison en diskan, en ur dennañ kalz da vMick Jagger. Jimmy Page an hini a oa penngitarour oc'h ober gant klotadoù hag a veze ran an danvez gitarourien gante.

Perzh eo ivez eus The Angry Young Them, kentañ albom studio Them, deuet e-maez d'an 11 a viz Mezheven 1965 er Rouantelezh-Unanet.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne