Go (c'hoari) | |
---|---|
Anv sinaek | |
Sinaeg hengounel | 圍棋 |
Sinaeg eeunaet | 围棋 |
Hanyu Pinyin | Wéiqí |
Wade-Giles | Wei-ch'i |
Anv japanek | |
Kanji | 囲碁 |
Romaji | Igo |
Anv koreanek | |
Hangul | 바둑 |
Romanekadur reizhet | Baduk |
McCune-Reischauer | Paduk |
Doare ar c'hoari | |
Niver a c'hoarierien | 2 |
Oad | ne vern |
Amzer termenet | N'eus ket |
Pad ar c'hoari | eus 10 munud da 3 eurvezh, a-wechoù a e c'hall an abadennoù tournamant padout ouzhpenn 16 eurvezh |
Kemplezhder | Izel |
Strategiezh | Uhel-kenañ |
Perzh ar chañs | hini ebet |
Barregezhioù | strategiezh, Arsellet |
Ur c'hoari strategiezh kenstrollañ difetis eo ar c'hoari go (碁 pe 囲碁 : igo e japaneg). Kozh-tre eo, ar c'hoshañ c'hoari anavezet evit ar mare. A-zaou e vez c'hoariet.
Ijinet eo bet e Sina e-tro 2000 bloaz kent JK. Hiziv e vez c'hoariet go e Sina dreist-holl (ma vez graet 圍棋 pinyin : wéiqí, Wade-Giles : wei-ch'i anezhañ), e Korea (m'eo anvet 바둑 baduk pe paduk), hag e Japan (ma reer go, pe igo anezhañ). E Japan en deus tapet brud ar go adarre e-touez ar re yaouank gras d'ar manga Hikaru No Go. Er peurrest eus ar bed eo aet brud ar c'hoari go war-gresk ingal en dekvedoù diwezhañ. Berzh a ra abalamour d'an eeun m'eo reolennoù ar c'hoari ha koulskoude eo lies tuioù ha troioù ar c'hoari.
Hervez ar c'hrennlavar n'eus ket bet c'hoariet biskoazh an hevelep abadenn div wech. Ha marteze eo gwir a-walc'h : war ur goban warnañ 19 poent kej dre 19 ez eus e-tro 4,63.10170 lec'hiadur posupl evit ur maen; Kalz brasoc'h c'hoazh eo eta an niver a abadennoù a c'haller c'hoari. Evel-just, n'eo ket evel-se emañ kont rak splann eo ez eus taolioù c'hoari fall-tre. A-benn ar fin eo kalz izeloc'h an niver a abadennoù a c'haller c'hoari, daoust ma chom labour aner klask jediñ an niver-rik anezho dre ar jedoniezh.
Ur skeul zo evit live ar c'hoarierien go a ya eus an 30vet Kyu (deskarded) betek ar 1añ kyu, ha goude-se eus ar 1añ dan betek an 8vet dan evit an amatourien. Ur briziadenn dre vras eo an 30vet kyu rak n'eus bevenn gwirion ebet d'al live izelañ, sklaer eo. Klotañ a ra live ur c'hoarier 1añ dan a-vicher gant live ur 7vet dan amatour.