Gouel Sant Loup zo ur festival sonerezh keltiek hag a vez dalc'het e Gwengamp (Treger) e-pad an eil hanterenn a viz Eost. E 1853 e vefe bet aozet evit ar wech kentañ, daoust ma tle bezañ pell koshoc'h, rak ur pardon e oa bet da gentañ-penn. Abaoe 1957 e vez roet ur plas bras d'ar c'helc'hioù keltiek gantañ : kampionad broadel dañsoù Breizh a vez aozet e-kerzh ar festival bep bloaz, e kenlabour gant ar gevredigezh Kenleur.