Gouezeleg Skos (Gàidhlig) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Bro-Skos, Kanada |
Rannved : | Gouezelegva, Glasc'ho, Skos Nevez |
Komzet gant : | 58 552 (2001) |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek Yezhoù keltiek Yezhoù gouezelek Gouezeleg Skos |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Skos |
Akademiezh : | Bòrd na Gàidhlig |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | gd |
ISO 639-2 | gla |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | GLS |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Gouezeleg Skos (e gouezeleg Gàidhlig, kodoù ISO 639-2: gla, ISO 639-1:gd) zo unan eus ar yezhoù gouezelek, ur yezh keltiek a gomzer e Bro-Skos. Kar a-dost eo d’an iwerzhoneg.
War-dro 60 000 den a ra gantañ e Bro-Skos. Gàidhealtachd eo an anv a roer d’an takad ma’z eus bet dalc’het d’ober gantañ evel yezh pemdeziek gant an darn vrasañ eus an dud a-hed an istor, da lavarout eo en Inizi ar C’hornôg (Na h-Eileanan an Iar) hag en ul lodenn vat eus an Uheldirioù, an tamm eus an douar-bras zo e kornôg hag en hanternoz Skos.
Arabat kemmeskañ gouezeleg Skos gant gouezeleg Iwerzhon (an iwerzhoneg) na gant ar skoteg (Scots), ur yezh deveret hennezh eus an doare saozneg krenn a gomzed en Izeldirioù Skos.