Ur c'hourenez (liester: gourinizi pe gourenezi) a zo ur beg-douar ledan er mor, ur seurt enezenn hogen e chom stag ouzh an douar-bras dre ur strizh-douar, ha na zeu ket ar mor penn-da-benn en-dro dezhi, zoken pa vez reverzhi[1].
Gourenez Gwenrann, Gourenez Kraozon e Breizh, gourenez Monte Argentario en Italia ha Gourenez ar C'hab Glas e Senegal, zo skouerioù gourinizi.