Ar grip (influenza e latin) a zo ur c'hleñved poreüs degaset gant pevar seurt viruz eus kerentiad an Orthomyxoviridae (Myxovirus influenzae A, B, C ha D). Tagañ a ra al laboused hag un nebeud bronneged evel ar moc'h, ar reuniged hag an dud. An epidemiezh a c'hoarvez en diskar-amzer hag er goañv dreist-holl. Terzhienn, poan-benn, paz, faringit, mialgiezh, asteniezh ha disnaon eo e sinoù pennañ. Treuskaset e vez ar grip etre an dud dre an analañ dre takennoùigoù puilh ar viruzoù enno o tont eus paz ha streviadur ar sujidi poreet.