Gruffudd ap Llywelyn (war-dro 1007 – 5 a viz Eost 1063) a oa roue e meur a rouantelezh e Kembre adalek 1055 betek e varv, ken e teuas a-benn d'o unvaniñ. Roue ar Vrezhoned a vez graet anezhañ en Annaloù Ulaid hag e Brut y Tywysogion.
Mab henañ Llywelyn ap Seisyll e oa Gruffudd, ha mab-bihan da Varedudd ab Owain. E dad a oa bet o ren e Rouantelezh Gwynedd hag e Rouantelezh Powys. E-touez e hendadoù e oa Rhodri Mawr, Hywel Dda hag Anarawd ap Rhodri eus Gwynedd. Daoust da se ne oa ket eus skourr rouaned Gwynedd, diskennidi Idwal Foel.