Gwalchmai (Mon)

Ur pennad Gwalchmai zo ivez.
Kêriadenn Gwalchmai

Gwalchmai zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh en Enez Mon, e Kembre. Emañ e-kreiz Enez Mon, er gornaoueg da gêr Llangefni.

Marteze e teu anv ar gêriadenn eus hini ar barzh Gwalchmai ap Meilyr. Trewalchmai e oa an anv gwechall, ar pezh a dalvezje e oa bet roet douaroù ar c'horn-bro d'ar barzh a oa e lez ar priñs Owain Gwynedd. Ar gumuniezh a anver c'hoazh bremañ "Trewalchmai" a-wechoù.

E 2011 e oa poblet ar gumuniezh gant 1 009 a dud, ha 714 anezho (72,6%) a oa kembraegerien[1].

  1. 'Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011'. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics. Kavet : 2014-04-09.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne