Rann eus | sponterezh e Bro-C'hall, sponterezh islamek en Europa ![]() |
---|---|
Stad | Bro-C'hall ![]() |
E tiriad | Nisa ![]() |
Gwerzhid-eur | UTC+02:00 ![]() |
Lec'h | Promenade des Anglais ![]() |
Daveennoù douaroniel | 43°41′28″N 7°14′51″E ![]() |
Deiziad | 14 Gou 2016 ![]() |
Abeg pennañ | Islamic extremism ![]() |
Efed | international reactions to the 2016 attack in Nice ![]() |
Armament | arm-tan ![]() |
Bukenn | sivil ![]() |
Oberour | Mohamed Lahouaiej-Bouhlel ![]() |
Gwalldaol ar 14 a viz Gouhere 2016 e Nisa a oa bet ur gwalldaol islamour kaset da benn gant ur c'hamion, e Nisa (Alpes-Maritimes, Bro-C'hall) e-pad nozvezh ar 14 a viz Gouhere 2016 war ar promenade des Anglais.
Mohamed Lahouaiej-Bouhlel, un Tunizian o vevañ e kêr Nisa, a vlenias ur c'hamion ponner war an hentig e-pad daou kilometrad o flastrañ ar muiañ a arvesterien bodet evit gwelet an tan-arvest. Fin an dagadenn a voe dre ur fuzuilhadeg etre ar sponter hag ar polis C'hall, Lahouaiej-Bouhlel a vo lazhet. An dagadenn a lazhas 86 a dud (bilañs d'an 19 a viz Eost 2016) ha 434 gloazet. Ar gwalldaol a oa bet atebeget gant ar Stad Islamek d'ar 16 a viz Gouhere.