Gwambiaeg

Gwambiaeg
(Wam)

En arvar
Perzhioù
Komzet e : Kolombia
Rannved : Amerika
Komzet gant : 12,000 - 15,000 (2000)
Renkadur : Goude 100
Familh-yezh : Yezhoù barbakoek
  • Gwambiaeg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2 got
ISO 639-3
Kod SIL GUM
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Gwambiaeg (namtrik pe namui wam e gwambiaeg, guambiano e spagnoleg), a reer eus ur yezh amerindian komzet en Andoù gant Gwambiaiz e trowardroioù Silvia, e departamant Cauca e mervent Kolombia. Un tammig ouzhpenn 10 000 a dud a gomze ar yezh-se e dibenn an XXvet kantved). Bev-birvidik eo ha treuzkaset e vez c'hoazh a rumm da rumm, ha pa vefe bet dilezet gant ul lodenn eus ar bobl. Krog eur d'he c'helenn e skolioù zo. Ul lodenn eus bonreizh Kolombia zo bet troet e gwambiaeg. Emskiantek-kenañ eo Gwambiaiz, anezho ur bobl labourerien-douar, emañ o yezh en arvar ha stourm a reont evit he c'has war-raok. Skoueriekaet eo bet doare-skrivañ ar gwambiaeg (ha pa vefe tabut c'hoazh) ha meur a destenn zo bet embannet er yezh-mañ.

En-dro da Wambiaiz e vev ur bobl indian all an Nasaed (pe Paesed) a gomz nasaeg (pe Nasa yuwe). Kalz niverusoc'h eo ar re-mañ (e-tro 100.000 a dud). Totoroeg a gomzer ivez e kumun amezek Totoró. Daoust ma oa bet soñjet e penn kentañ e oa ur yezh distag eus an totoroeg, ur rannyezh wambiaek eo.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne