Gwareg an abrant, pe ar wareg-abrant, a zo ur galedenn askornek en tal dres a-us da boull an daoulagad.
Gant Homo sapiens, an Den, e vez abrantoù war kroc'hen ar wareg-abrant.
Pa vez c'hoant da ziskouez souezh pe enebiezh e vez stennet gwareg an abrant gant an dud a-wechoù: ober ur bod spern a vez lavaret eus se e brezhoneg.