Gwareger

Gwareger asirian Ninive. 700-692 a. C. British Museum.
Wu Fu
Gwareger saoz.

Ur gwareger zo un den hag a denn saezhoù, pe biroù, gant ur wareg. Implijet eo bet ar waregerien en armeoù, war-droad kenkoulz ha war varc'h, abaoe amzerioù pellañ an Henamzer, roud a gement-se a weler war monumantoù an Asirianed evel war re Henegiptiz, ha betek dibenn ar Grennamzer. Robin Hood ha Wilhelm Tell a oa, hervez ar mojennoù, brudet da vezañ gwaregerien eus ar re wellañ.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne