Gwened Tolpad[1], a oa anvet Kumuniezh tolpad-kêrioù Bro-Wened a-raok ar bloaz 2010, a oa ur gumuniezh tolpad-kêrioù e departamant ar Mor-Bihan, e Breizh. Krouet e voe e 2000. D'ar 1añ a viz Genver 2017 e oa deuet da vezañ Mor Bihan - Gwened Tolpad-kêrioù, goude kendeuziñ gant div etrekumuniezh-all.