Ar gwer zo un danvez kalet ha bresk, treuzwelus pe get, oberiet gant mab-den. Graet e vez gant traezh tommet betek dont da vezañ liñvel. Neuze e vez roet ur stumm d'an danvez liñvel ha lezet e vez da yenaat. Gallout a ra ar gwer bezañ treuzwelus ha disliv, ha gallout a ra ivez bezañ livet.
Gant gwer e reer endalc'herioù, evel gwerennoù pe boutailhoù, plakennoù da lakaat e prenestroù ar savadurioù ha traoù all c'hoazh (lunedoù...).