Ar Werc'hez Vari pe an Itron Varia eo an anv a reer e brezhoneg, hervez doare ar gristenien, eus Mari (diwar an hebraeg Miriam), mamm Jezuz a Nazaret, an den a zo kontet e vuhez er Pevar Aviel.
Pa voe dougerez e oa kefrisa da Jozeb, hag e oa gwerc'hez, hervez ar gristenien.
Hervez ar relijion gristen e wilioudas hag e oa bepred gwerc'hez, evel a oa bet kemennet gant an arc'hael Gabriel d'an deiz anvet Gouel Maria Veurzh, pe Gouel ar C'heloù Mat. Krouet e oa bet ar bugel gant ar Spered Santel. E skridoù koshoc'h e voe meneget e oa Joachim hag Anna a oa tad ha mamm dezhi.