Ur werenn zo ul lestr graet en gwer peurvuiañ ma lakaer died, pe evaj da evañ ouzh taol peurvuiañ.
Kemm a vez etre ar gwer hervez o stumm, o ment, o zevder, pe hervez pezh a lakaer e-barzh. Darn zo hir ha moan, re all kofek, darn o devez un troad, re all n'o devez ket. Brasoc'h e vez ar gwer bier, bihanoc'h ar re ma lakaer gwin, ha bihanoc'h c'hoazh ar re ma lakaer diedoù kreñv peurvuiañ.