Gwilherm IX Akitania[1], pe Gwilherm IX Poatev, pe Guilhem IX de Peitieus en okitaneg (1071-1127), a oa kont Poatev (evel Gwilherm VII) eus 1086 betek 1127 ha dug Akitania eus 1086 betek 1127. Ar c'hentañ barzh okitanek anavezet eo.
Dimeziñ a reas da Ermengarde Anjev (dugez Breizh) ha kas a reas anezhi kuit a-benn daou vloaz.
Goude e timezas da Filipa Toloza. Kas a reas anezhi kuit ivez.