Iskevrennad eus | ideologiezh politikel |
---|---|
Hashtag | feminism |
Istor | history of feminism |
Pleustret gant | benelour, women's rights activist |
Bukenn | Gwirioù ar merc'hed, gender equality, gender equity, gender parity |
Anaouder WordLift | http://data.thenextweb.com/tnw/entity/feminism |
Enebet ouzh | antifeminism, masculism, sexism, patriarchy |
Ar venelouriezh pe ar wregelouriezh[1],[2] zo un hollad mennozhioù politikel ha sokial savet da zifenn ha da wellaat gwirioù ar merc'hed pe ar maouezed diouzh gwaskerezh ar wazed er gevredigezh. Awenet he deus aozadurioù, dezhe da bal kas da get an dizingalderioù sokial, politikel, armerzhel, sevenadurel pe an dizingalderioù war dachenn ar gwir a sko ar merc'hed.
Meizad ar venelouriezh ne gemeras e ster a vremañ nemet e fin an XIXvet kantved, hogen mennozh dieubidigezh ar maouezed a gemer e wrizioù e Kantved ar Sklêrijenn. Pal pennañ ar c'hentañ luskad benelour a oa adreizhañ an ensavadurioù, evit ma teufe gwazed ha maouezed da vezañ par e-keñver al lezenn ha da gaout ar memes gwirioù : gwir da gaout deskadurezh, da labourat, da verañ o madoù ha gwir da vouezhiañ a oa goulennoù pennañ ar maouezed en amzer-se.
Diwanet zo dielfennadurioù sokiologiezh ha prederouriezh liesseurt diwar luskad ar wregelouriezh. An eil luskad gwregelour, kroget e diwezh ar bloavezhioù 1960 pa voe savet Luskad dieubidigezh ar maouezed (MLF / Mouvement de libération des femmes), hag ar Women's Lib, en deus savet meizadoù da rentañ kont eus perzh dibar an darempred mestroni a ren war ar maouezed. D'ar c'houlz-se eo e voe adtemernet meizad ar batriarkelezh, e voe savet hini ar seksouriezh hag e voe lakaet ar pouez war an dachenn brevez evel lec'h pennañ ma rene mestroni ar wazed : an « hiniennel zo politikel ». Ar goulennoù diwar-benn mestroni o c'horf gant ar maouezed (diforc'h bugale, an hilastaliñ) a oa lakaet er renk kentañ met gwregelourezed an eil luskad-se a c'halv da gentañ penn da sevel darempredoù sokial nevez etre ar reizhoù. "Trede luskad gwregelour" a reer anv eus un hollad goulennoù embannet er bloavezhioù 1990 gant emsaverezed gwregelour deuet eus strolladoù minorel, da-heul ar Black Feminism.