Hanafer

hanafer
micher istorel
Iskevrennad euscourtier Kemmañ
Stumm gourel an dikedennMundschenk, Taurininkas, échanson, copeiro Kemmañ

Un hanafer [1] a oa un ofiser uhel hag a oa e garg tañva ha servijout an evajoù ouzh taol ar roue. Gant aon ma vije klasket ampoezoniñ anezhañ, ar roue a roe ar garg-se d'un den en doa kalz a fiziañs ennañ. Diwall a rae an hanafer gwerenn ar roue kenkaz ma vije klasket ampoezoniñ an dourenn da evañ. A-wechoù e veze goulennet gantañ tañva, a-wechoù all ne oa nemet evezhiañ gwerenn ar roue. Ret e oa e vefe un den gant ul liamm kreñv gant ar roue, an impalaer pe an noblañs uhel, rak ma vije trubard e vije aes dezhañ leuskel un irienn da vont betek-penn. Dre-se e oa ivez ur post enorus meurbet hag alies e oa un ofiser eus an hanafer.

  1. Kad Mag Tured, tr. gant G. B. Kerverziou hag A. Even, Al Liamm niv. 12-13, Genver-Ebrel 1949, pajenn 86.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne