Hans Pleydenwurff (hag ivez Pleidenwurff) (e-tro 1420 marteze a-walc'h e Bamberg - 9 a viz Genver 1472 e Nürnberg) a oa ul livour alaman.
Kazi sur e oa Kunz Pleydenwurff e dad, hag eñ livour ha maer darn-amzer e Bamberg. Hans a voe o chom e Nürnberg azalek 1457, hag eno e tiazezas un doare nevez da livañ, dindan levezon Azginivelezh Norzheuropa. Soñjal a reer e kelennas da Vichael Wolgemut.
E vab, Wilhelm Pleydenwurff (1460-1494) e anv, a genlabouras gant Michael Wolgemut da sevel koadengravadurioù Kronikenn Nürnberg. Ur mab all dezhañ, Sebald e anv, en em stalias en Eisleben, ne ouezer ket pe vicher a rae.