Un harod, pe harod an ardamezioù, e gwirionez unan eus ar pevar rez a yae d'ober ar vicher-mañ, a oa un ofiser a anaveze ardamezioù aotrouien Kornogeuropa er Grennamzer hag a aoze an tournamantoù. Kefridioù all en doa evel embann anvioù ha kemennadennoù e vestr hag embanner a c’hellfed ober anezhañ ivez. Ur seurt kannadour e c’halle bezañ e fin ar Grennamzer. E bezh-dilhad a oa gant un doubledenn perzhek, hag anvet e oa tabar[1]. Kavet e vez c’hoazh e broioù e-lec’h ma ‘z eus ur roue evel ar Rouantelezh-Unanet ha Belgia.