Harry Martinson a zo ur skrivagner svedek eus gevred Sveden. Ganet e oa bet d’ar 6 a viz Mae 1904 ha marvet e oa d’an 11 a viz C'hwevrer 1978). E 1974 e voe roet Priz Nobel al lennegezh dezhañ ha d'ur Svedad all, Eyvind Johnson. Kavet e voe abeg en dra-se gant un toullad tud, rak izili eus bodad-barn ar Priz e oa an daou skrivagner o-unan, hag er bloavezh-se e oa bet soñjet e c'hellje ar priz bezañ roet da Vladimir Nabokov, Graham Greene pe Saul Bellow.
Lakaet diaes e voe Harry Martinson gant kement-se hag e 1978 en em lazhas e Stockholm.