Hasekura Rokuemon Tsunenaga (支倉六右衛門常長, 1571–1622) a oa ur samourai japanat e servij Date Masamune a oa daimyo Sendai d'an ampoent. E penn ur c'hannaderezh eo bet, kaset da Vec'hiko da gentañ ha da Europa da c'houde, etre 1613 ha 1620, a-raok distreiñ da Japan. Bet eo bet ar c'hentañ kargad ofisiel eus Japan bet kaset d'an Amerikaoù. Drezañ e voe skoulmet an darempredoù kentañ bet testeniekaet biskoazh etre Japan ha Bro-C'hall.
N'ouzer ket nemeur a-zivout mareoù kentañ buhez Hasekura Tsunenaga, nemet e oa anezhañ ur samourai bet o vrezeliñ e-pad aloubadeg Korea gant Japan dindan ren an Taiko Hideyoshi, e 1592 ha 1597.