Iskevrennad eus | fighter, vertical takeoff and landing aircraft ![]() |
---|---|
Bro orin | Reich alaman ![]() |
Manufacturer | Heinkel ![]() |
An Heinkel Lerche (Alaudidae) a oa anv un heuliad steuñvioù kirri-nij Nazi. Ar steuñvioù a oa bet labouret warno gant Heinkel e 1944 betek 1945 evit sevel kirri-nij VTOL brezel ha karr-nij tagañ douar.
Al Lerche a oa e stumm ur c'holeopter. Dibradañ a rae eeun war-zu an oabl ha pradañ a rae eeun war e lost, met nijal a rae a-blaen evel ar c'hirri-nij all. Ar sturier a oa staliet a-blad kof e beg ar c'harr-nij. Daou kaser enep-troiñ.
An dizign a oa bet kroget da vezañ soñjet e 1944 hag echuet e oa bet gant al labourioù e miz Meurzh 1945. Gwelet e oa bet evel dedennus ar stumm kelc'h gant askeloù gwalenn met ar c'hinnig a oa bet talet rak ar vank a ziskoulmoù evit ar sevel hag ouzhpenn-se e seblante e vije diziskoulm d'ar mare-se kavout doareoù evit ma vije posubl sturiañ ur c'harr-nij evel-se. Ouzhpenn an hollad kudennoù-se e oa raloc'h-ralañ an danvezioù krai dre ma oa fin an Eil Brezel-bed oe'h erruout.