Hekto-[1][2], aroueziet gant h, zo ur rakger eus an SI (Système international d'unités) a dalv da lieskementiñ an unanenn m'eo lakaet dirazi dre 102, da lavaret eo dre gant (100). Da skouer : un hektometr zo kant metr : 1 hm = 100 m.
Abaoe 1795 e veze implijet ar rakger hecto- e galleg, eus ar gresianeg ἑκατόν hekatón "kant". E 1960 e voe degemeret gant ar Bureau International des Poids et Mesures (BIPM)[3].