An Heliadezed eo an anv a vez graet eus ar seizh merc'h en deus bet an doue Helios, an Heol, pe gant Rode, pe gant an Okeanidenn Klymene. C'hoarezed Faethon int.
Pa varvas o breur ne oa den evit o frealziñ: dourek e ouelent, ha dizehan, ken e kaledas o daeroù en ur roc'h, ha ma voent troet e gwez-pupli.