Hellespont, pe Hellespontos (Ἑλλήσποντοs e henc'hresianeg, a dalvez kement ha "Mor Helle"), eo anv kozh ar strizh-mor a zo anvet Dardanelloù en Europa. Drezañ e tremener eus ar Mor Kreizdouarel da Mor Marmara, hag alese, dre ur strizh-mor all, hini ar Bosfor, d'ar Mor Du, gwechall Pont-Euksin. Gwelout ar gartenn:[Kartenn Hellespont].