Henrik Pontoppidan

Henrik Pontoppidan.

Henrik Pontopiddan a oa ur skrivagner danek hag en deus bet Priz Nobel al lennegezh a-gevret gant Karl Adolph Gjellerup. Ganet e oa bet d’ar 24 a viz Gouere 1857 ha marvet e oa d’an 21 a viz Eost 1943.

Henrik Pontoppidan a oa bet ganet e Fredericia, e ledenez Jylland, mab d’ur pastor. Goude bezañ labouret evel skolaer ha goude-se evel kazetenner, e teuas da vezañ skrivagner leun-amzer adalek 1881. Beajiñ a reas kalz dre Europa.

Henrik Pontoppidan a voe unan eus ar skrivagnerien naturelour kentañ e Danmark. En e oberennoù e taolennas e vro en e amzer, buhez ar re baour koulz hag hini hag ar re binvidik. Er bloavezh 1917 e voe roet dezhañ Priz Nobel al lennegezh, a-gevret gant Karl Adolph Gjellerup.

Mervel a reas Henrik Pontoppidan e Kopenhagen.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne