Henry Edward Bird a zo bet ganet d'ar 14 a viz Gouere 1830, e Portsea (Hampshire) e Breizh-Veur ha marvet d'an 11 a viz Ebrel 1908 e Londrez (Breizh-Veur).
Kemer a reas perzh e tournamantoù etrebroadel: Londrez, 1851 (kentañ tournamant etrebroadel), Vienna (Aostria) ha New Jersey (SUA). Koll a reas ur bartienn a-enep da Paul Charles Morphy e 1858.