Henry James (New York, 15 Ebrel 1843 – Londrez, 28 C'hwevrer 1916) a oa ur skrivagner stadunanat, marvet e Bro-Saoz. Ur skrivagner a bouez e voe e dibenn an XIXvet kantved ha sellet a reer outañ evel unan eus ar romantourien saoznek vrasañ. Breur e oa d'ar prederour ha psikologour William James ha d'ar skrivagnerez Alice James.
Anavezet eo dreist-holl abalamour d'un toullad romantoù ma teskriv an darempredoù etre Stadunaniz hag Europiz hag o darempred gant ar galloud er gevredigezh. E-touez ar romantoù-se emañ The Portrait of a Lady, The Ambassadors ha The Wings of the Dove.
En e levrioù skrivet diwezhatoc'h e klaskas muioc'h-mui ober gant doareoù-skrivañ nevez. Deskrivañ a rae stad spered an tudennoù hag o emdroadur, evel ma ne veze ket graet kalz gant ar skrivagnerien saoznek betek e vare. Abalamour da se eo bet keñveriet e skridoù gant taolennoù an Impresionourien.
Ouzhpenn romantoù e voe embannet gant Henry James : danevelloù, pennadoù ha levrioù skridvarnerezh, levrioù beaj, pezhioù-c'hoari, arnodskridoù ha kounskridoù. Daoust ma oa bet ganet er Stadoù-Unanet ez eas da chom da Europa, betek ober e annez e Bro-Saoz ha dont da vezañ Breizhveurad e 1915, bloaz a-raok e varv.
Kinniget e voe e anv meur a wech da gaout ar Priz Nobel evit al Lennegezh, e 1911, 1912 ha 1916[1].