Graet e vez henvoulladur eus ul levr moullet en eil hanterenn ar XVvet kantved en Europa. Teknik ar moullañ ne oa ket c'hoazh ken ledet ha ma voe e-doug ar c'hantved da-heul, ken e kemeras plas an dornskridoù fardet gant an eilskriverien.
Renablet ez eus bet war-dro 30 000 henvoulladur, e latin an div drederenn anezho. An hini koshañ eo Ar Bibl war 42 linenn, moullet e 1454, a-drugarez da Johannes Gutenberg, Peter Schoffer ha Johann Fust.