Herakles (Ἡρακλῆς / Hêraklễs e gregach), pe Herkules[1], pe Herkul (Daveoù a vank) diwar e anv latin Hercules, a oa mab da Zeus ha da Alkmene, ur vaouez a-douez an dud a oa bet an doue o kousket ganti un nozvezh[2].
Unan eus harozed veur Hellaz kozh eo Herakles. Hervez ar mojennoù e reas beajoù bras ha troioù-kaer, en-dro d'ar Mor Kreizdouarel ha betek toull-dor an Ifernioù.
Daouzek trevell a zo lakaet war e gont, met pell muioc'h a droioù a reas c'hoazh.