Herbert Alexander Simon a oa un ekonomour hag ur sokiologour amerikan.
Ganet eo bet d'ar 15 a viz Mezheven 1916 e Milwaukee, Wisconsin. Aet eo da Anaon d'an 9 a viz C'hwevrer 2001 e Pittsburgh, Pennsylvania.
E dad a oa ijninour. Studiet en doa e Darmstadt e Bro-Alamagn. Kuitaet en doa Alamagn evit mont d'ar Stadoù-Unanet e 1903.
Bet eo bet Herbert A. Simon studier war ar skiantoù sokial hag ar matematikoù e Skol-veur Chicago adalek 1933.
Eus 1932 da 1942 eo bet rener ur bodad imbourc'h e Skol-veur Kalifornia e Berkeley. Kelenner skiantoù politikel eo bet en Illinois Institute of Technology.
Distro da Chicago en deus studiet labourioù John Maynard Keynes , an teknikoù matematek implijet en ekonomouriezh ha pennadoù kentañ Paul Samuelson
Levezonet eo bet gant labourioù Graham Wallas peurgetket. Kelenner oa hemañ e London School of Economics ha ken abred a 1908 en doa pouezet war perzh ar psikologiezh hag an ensvadurioù er vuhez politikel hag ekonomikel.
An doare da zivizout en aozadurioù a oa danvez e dezenn skiantoù politikel e 1943.
E 1948 e voe ezel eus an Economic Cooperation Administration a vere Steuñv Marshall.
E 1949 e voe anvet er Graduate School of Industrial Administration e Carnegie Institute of Technology.
E dibenn ar bloavezhioù 1960 e voe ezel eus bodad kuzulerien ekonomikel Prezidant ar Stadoù-Unanet dindan Lyndon Johnson da gentañ ha tri bloaz gant Richard Nixon.
Ezel eo bet eus Akademiezh ar Skiantoù er Stadoù-Unanet.
Bet en deus Priz Nobel an Ekonomiezh e 1978.
E labourioù a laka en arvar teoriennoù an ekonomourien nevez-klasel hag a bled gant an doare poellek da zivizout. Goude bezañ diskouezet bevennoù an "dibaboù poellek" en deus lakaet en a-raok ar "poell argerzhadurel" (an argerzhadur a zo poellek, n'eo ket an disoc'h).
Kaset eo bet war du ar poell artifisiel (e-touez ar re gentañ o plediñ gant an danvez eo voe)ha gounezet en deus Priz Turing e 1975 asambles gant Allen Newel evit ar pezh en doa degaset d'ar stlennouriezh.